Centre de découverte du son

Strolladoù

DIGERIN
Digoret e vez ar Park Dudi d’ar strolladoù a c’houlenn en a-raok, adalek miz Ebrel betek miz Du, bemdez etre 10e beure ha 7e30 noz.

PRIZIOÙ
Ar prizioù evit ar strolladoù ne dalvezont nemet evit ar re o deus miret o gweladenn :

 Strolladoù betek 7 den enne (hep kontañ an ambrougerien) :
– Tud deuet (+ 14 vloaz) : 8 €
– Bugale (- 15 vloaz) : 6 €
– Ambrougerien : digoust

 Strolladoù 8 den pe ouzhpenn enne (hep kontañ an ambrougerien) :
– Tud deuet (+ 14 vloaz) : 7 €
– Bugale (- 15 vloaz) : 5 €
– Ambrougerien : digoust

Dre strolladoù 8 den d’ar muiañ e c’haller gweladenniñ Gwenodenn ar Sonioù. Soñjit en a-raok eta rannañ ho klasad pe ho strollad, mar bez ezhomm, ha kontañ muioc’h a amzer d’ober ho kweladenn (bep 10 munut ec’h a ur strollad kuit).

Ouzhpenn d’an hentad-se evit deskiñ selaou e kinnigomp deoc’h un toullad abadennoù buheziñ gant temoù. Diouzh hoc’h ezhomm e vo hon c’hinnig : evel-se e c’hallfet ober an obererezhioù-se a-raok, goude pe e-pad ar weladenn, d’ho strolladoù disheñvel da dremen o amzer pa vezont o c’hortoz.

An abadennoù kinniget ganeomp :

- SONIOÙ AL LOUARN (adalek 5 vloaz)
Gant an atalier « luderezh c’hlas »-mañ , deskomp penaos sevel binvioù sonerezh ha traoù d’ober trouz gant plant a gaver aezet.

-AR BINVIOÙ SONEREZH (adalek 3 bloaz)
Eus ar son d’ar sonerezh, eus an dra d’ar benveg : studiomp traezioù a-bep seurt a-benn kavout penaos lakaat anezhe da soniñ araok treuzfurmiñ anezhe e binvioù sonerezh. Un digarez da welet rummadoù binvioù sonerezh disheñvel, ha gwelet peseurt diforc’hioù a zo etreze.

Evit mirout ur weladenn, gouzout prizioù hon abadennoù ha/pe kaout ur rakpriz, deuit e darempred ganeomp hardizh.