Centre de découverte du son

Abadennoù Skolaj ha Lise

DESKIÑ SELAOU (Skolaj ha Lise)

Selaouomp ha dizoloomp ar son e-kerzh ur valeadenn war gwenodenn ar sonioù Kreizenn ar Son.

AR BINVIOÙ SONEREZH (Skolaj ha Lise)

Eus ar son d’ar sonerezh, eus an dra d’ar benveg : studiomp traezioù a-bep seurt a-benn kavout penaos lakaat anezhe da soniñ a-raok treuzfurmiñ anezhe e binvioù sonerezh. Un digarez da welet rummadoù binvioù sonerezh disheñvel, ha gwelet peseurt diforc’hioù a zo etreze.

SONIOÙ AL LOUARN (Skolaj ha Lise)

Kuntuilhomp, dastumomp hag adimplijomp traoù a bep seurt evit sevel binvioù sonerezh c’hlas gante ha deskomp ober gante.
Gallout a ra an abadenn-mañ bezañ graet e Kreizenn ar Son, en ur c’hoad pe e forzh pelec’h ma ‘z eus girzhier.

BENVEG AR C’HLEVED (Skolaj ha Lise)

Eus ar skouarn betek an empenn : e-barzh alezioù Liorzh an Divskouarn e Kreizenn ar Son, gwelomp petra eo lodennoù disheñvel ar
skouarn ha da betra e servij pep hini.

KAN AN EVNED (Skolaj ha Lise)

Selaouomp al loened, anavezomp anezhe ha komprenomp dre o c’han peseurt strategiezhioù a zo gante. Gallout a ra an abadenn-mañ bezañ graet e Kreizenn ar Son, en ur c’hoad pe e forzh peseurt lec’h naturel.

KOZH TRAOÙ HA BINVIOÙ NEVEZ (Skolaj ha Lise)

Gwelomp ’ta peseurt laz-seniñ zo koachet e-barzh hon diveskañ a-ziforc’h ! E Kreizenn ar Son pe er c’hlas, dibabomp hag adimplijomp an traoù evit ober sonioù ha sonerezh.

HON FRIZIOÙ

- 140 € dre abadenn 2 eur
- 160 € dre abadenn 2 eur en ur skol
+ 10 € evit emezelañ ouzh ar gevredigezh evit ur bloaz
Evit an abadennoù er skolioù e vo goulennet ganeoc’h paeañ frejoù hent ivez.

E-BARZH HON SKIPAILH ZO :
- Ur buhezour brezhoneger
Evit mirout ur weladenn, kaout titouroù ouzhpenn ha/pe kaout ur rakpriz, deuit e darempred ganeomp hardizh.