Abadennoù Kelc’hiad 2 ha 3
DESKIÑ SELAOU (kelc’hiad 2, 3)
Selaouomp ha dizoloomp ar son e-kerzh ur valeadenn war gwenodenn ar sonioù Kreizenn ar Son.
AR BINVIOÙ SONEREZH (kelc’hiad 2, 3)
Eus ar son d’ar sonerezh, eus an dra d’ar benveg : studiomp traezioù a-bep seurt a-benn kavout penaos lakaat anezhe da soniñ a-raok treuzfurmiñ anezhe e binvioù sonerezh. Un digarez da welet rummadoù binvioù sonerezh disheñvel, ha gwelet peseurt diforc’hioù a zo etreze.
SONIOÙ AL LOUARN (kelc’hiad 2, 3)
Kuntuilhomp, dastumomp hag adimplijomp traoù a bep seurt evit sevel binvioù sonerezh c’hlas gante ha deskomp ober gante.
Gallout a ra an abadenn-mañ bezañ graet e Kreizenn ar Son, en ur c’hoad pe e forzh pelec’h ma ‘z eus girzhier.
KAN AN EVNED (Kelc’hiad 3)
Selaouomp al loened, anavezomp anezhe ha komprenomp dre o c’han peseurt strategiezhioù a zo gante. Gallout a ra an abadenn-mañ bezañ graet e Kreizenn ar Son, en ur c’hoad pe e forzh peseurt lec’h naturel.
KOZH TRAOÙ HA BINVIOÙ NEVEZ (Kelc’hiad 2, 3)
Gwelomp ‘ta peseurt laz-seniñ zo koachet e-barzh hon armelioù ! E Kreizenn ar Son pe er c’hlas, dibabomp hag adimplijomp an traoù
evit ober sonioù ha sonerezh.
HON FRIZIOÙ
150 € dre abadenn 2 eur
170 € dre abadenn 2 eur en ur skol
+ 10 € evit emezelañ ouzh ar gevredigezh evit ur bloaz
Evit an abadennoù er skolioù e vo goulennet ganeoc’h paeañ frejoù hent ivez.E-BARZH HON SKIPAILH ZO :
Ur buhezour brezhoneger
Evit mirout ur weladenn, kaout titouroù ouzhpenn ha/pe kaout ur rakpriz, deuit e darempred ganeomp hardizh.