Centre de découverte du son

Ar park Dudi ha Dizoloiñ

Keloù

Digor e vez ar park dudi bep sul ha bep devezh gouel, ha bemdez e-pad ar vakañsoù skol.

Mont e-barzh etre 1e ha 5e30 goude kreisteiz (da 7e30 noz e serr)

Digoret e vez ivez…
… d’ar skolioù a c’houlenn en a-raok, etre 9e beure ha 7e30 noz, e-pad ar bloaz
… d’ar strolladoù a c’houlenn en a-raok, etre 10e beure ha 7e30 noz, etre miz Ebrel ha miz Du

Etre 2 eur ha 2 eur 30 e pad ar weladenn.
Gallout a rit pik-nikañ war-blas.
Difennet eo d’al loened mont gant gwenodenn ar son, ha pa vefent dalc’het stag.

PRIZIOÙ
– Tud deuet : 8€
– Bugale <15 vloaz : 6€ (5€ adalek an 3vet bugel)
– <3 bloaz : digoust
– Skolioù ha strolladoù : gwelet ganeomp.

Er Park Dudi ha Dizoloiñ e kaver :

GWENODENN AR SONIOU

Un hentad ijinus en un draoñienn goadek, evit kejañ gant taolioù-arnod son souezhus ha fentus.

LIORZH AN DIVSKOUARN (digor e-pad an hañv)

Ul liorzh, ur valeadenn : ho tivskouarn n’o do sekred ebet ken evidoc’h !

KABANENNOU SELAOU

Ha ma kemerfec’h amzer da selaou, da-geñver ur pennad kousk…
Hag evit ober ur bourmenadenn vrav er parrozioù tro-dro, na c’hwitit ket…

… TRO AR C’HLEIER (digoust, pa garer)

Deuit da Greizenn ar Son da dapout kartenn an droiad hag ur CD da selaou, evit netra, hag it dre an eizh kumun a-ziwar-dro da
gavout hon bonnoù etreoberiat ha « baleadennoù evit an divskouarn ».

Skolioù ha strolladoù gwelet ganimp.