Centre de découverte du son

Kevredigezh ha doare-ober

RAKTRES KEVREDIGEZHEL

Ar gevredigezh « Kreizenn ar Son, Le Centre de découverte du son » a fell dezhi sikour pep den d’en em zispakañ hag en em santout brav dre lakaat meizañ
petra eo skiant ar c’hleved, en un dizoloiñ anezhi ha deskiñ ober ganti.
Hon fal eo klevet, kompren, selaou, eskemm ha bevañ gwelloc’h, en hon c’horf kenkoulz hag er gevredigezh, en hon endro, en
tiriadoù hag er bed bev a-bezh.
Magañ a ra ar gevredigezh he freder hag hec’h obererezh diwar ar pezh a vez degaset gant diskiblezhioù a bep seurt a c’hall kaout
liamm pe liamm gant ar son.

TALVOUDOÙ

 Treuzkas ha rannañ gouiziegezhioù, aezetaat kompren ar skiantoù
 Diorren padus ha kempouezet an tiriadoù
 Kaout doujañs ouzh ar glad a-fed son hag an identelezhioù sevenadurel en tiriadoù (da skouer : yezhoù, doareoù disheñvel ar
sonerezhioù hengounel)
 Emouestlañ en un ekonomiezh sokial ha kengred (denelouriezh, interest hollek hag a-stroll, gounidoù adpostet er gevredigezh hag
er raktres)
 Harpañ an implij er gevredigezh hag e tachennoù ober ar gevredigezh
 Gouzout ober taolioù-arnod, krouiñ, ijinañ traoù nevez
 Kaout plijadur o vezañ gant ar re all ha kaout doujañs oute.
 Emouestl ar skodennerien, an izili hag ar c’hopridi evit sevel raktresoù, lakaat anezhe e pleustr ha heuliañ anezhe

Teulson « Un marche-pied pour l’oreille », gant Juliette Volcler

Ar gevredigezh en he ziriad :

Gant Kreizenn ar Son eo bet lañset an difrae frammañ touristel « Treger ar maezioù », ha perzh bras he deus ennañ.
Stourm a ra Kreizenn ar Son evit ma vo kaset war-raok ar mennozh a hanterouriezh touristel, a c’hall dont ouzhpenn d’ar mennozh
kustum kinnig-goulenn.
Ezel eo Kreizenn ar Son e poellgor leviañ « mererezh enframmet an arvor » e Treger-Goelo. Gant Kreizenn ar Son e vez savet
teulsonioù liammet gant labourioù ar bodad labour-se.

Ur vuhez gevredigezhel fonnus ha liesseurt

 BV 2014
 BV 2015
 BV 2018

Izili ar C’huzul Merañ :

Prezidant : Jean-Yves Monfort
Kenbrezidantez : Sylvie Toupin
Besprezidanted : Pierre-Louis Carsin hag Yvon Rochard

Hag ivez : Jean-Luc Darbos, Koulmig Malrieu, Guy Prigent, Véronique Le Quéré, Sylvain Rival, Jérôme Hamelin ha Bernard Le Bastard.

A-nevez ganeomp :
 Adkregiñ a raio ar Stal kan hag an abadennoù sonerezh iwerzhon kerkent hag e vo posupl.