Centre de découverte du son

fest-noz meuriadoù lintanf/Suignard sadorn 4 a viz meurzh 2023

Ur wech e oa er bloavezhioù 80 ur c’houplad kanerien yaouank a Vro-Dreger : Claude Lintanf ha Louis-Jacques Suignard : Lintanf/Suignard.
Ur wech all, e oa ur c’houplad kanerien yaouank a Vro-Dreger : Claude Lintanf ha Jean-Do Robin rak da Iwerzhon e oa aet Louis-Jacques da studiañ : Robin/Lintanf
Ur wech all adarre, un tamm diwezhatoc’h, e oa un triad kanerien yaouank a Vro-Dreger : Claude Lintanf , Jean-Do Robin ha Louis-Jacques Suignard, distro eus Iwerzhon : Robin/Lintanf/Suignard.
Aet eo Jean-Do Robin kuit d’ur bed all daou vloaz ’zo hogen Suignard/Lintanf a chom bev-mat, o plantañ c’hoazh birvilh e Bro-Dreger hag e lec’hioù all.

Ur wech e oa Pascal Lintanf, breur Claude o seniñ biniou gant e vab erruet bras : Maeleg.
Ar mab all, Garan, a gan bremañ gant ur c’homper : Helori Hyguinen.
Ur wech all e oa nized yaouank Claude ha Pascal, kouezhet ivez e bed ar sonerezh ... Gweltaz gant boest an diaoul hag e vignonez Añjela Lorho-Pasco o kanañ (bet er strollad Barba Loutig). Muzisian eo ivez Eflamm ha kanerez Klervi.
Ur wech all c’hoazh e oa Malo Lintanf, mab Claude o kregiñ e-barzh gant ar saxo, graet e vicher eus ar sonerezh. Kan ha diskan ivez evit ar blijadur gant e dad.
Ur wech all e oa c’hoazh hag adarre bugale Louis-Jacques en em gavet ivez war leurennoù ar festoù-noz. Garvan gant e dad hag Anna gant he c’homperez bet kavet er Stal Kan Kawan, Sandra Chalancon. Stal Kan krouet gant Louis-Jacques dek vloaz’ zo, evel-just e Kreizenn ar son... (ha savet da heul gantañ rouedad Stalioù kan Breizh).