Kevredigezh
GOULENNAOUEG
Graomp anaoudegezh !
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da respont d’ar goulennaoueg evit gouzout un tamm muioc’h ho c’hortozioù, ho c’hoantoù hag ho liammoù gant ar gevredigezh.
PALIOÙ AR GEVREDIGEZH
Pal kevredigezh "Kreizenn ar son" a zo dihuniñ d’ar selaou, kizikaat an dud gant pep stumm ar son (bezañ emouez ouzh ar c’hleved, son ar vevliesseurted, gweledvaoù ha glad son, diwall ouzh ar c’hleved, krouidigezhioù son, sonerezh).
Krouiñ, diorren ha lakaat da vevañ a ra binvioù dibar hag obererezhioù pedagogel azasaet ouzh publikoù a bep seurt, en ur spered desavadurel ha c’hoariel. Krouiñ ha skignañ a ra ivez krouidigezhioù son, danvezel ha speredel.
TALVOUDOÙ AR GEVREDIGEZH
Ar gevredigezh a ro ur plas kreiz d’an diorren hiniennel en he obererezhioù a bep seurt. Ar gopridi hag an dud a-youl vat a gemer harp war ar skiant-prenet hag ar sevel a-stroll evit :
- Broudañ dihun an dud d’ar bedoù son.
- Merañ an darempredoù etre an dud hag ar c’henlabour e-barzh ar gevredigezh.
- Teurel evezh ouzh kalite, paduster ha diorren ar postoù-labour.
Evit ar gevredigezh, n’hallomp ket dispartiañ an dihun d’ar selaou d’an dihun d’an natur : N’eus ster ebet da warezidigezh ar sonioù nemet e framm gwarezidigezh al lec’hioù ma vev an dud hag al loened hag ar plant a gresk enno.
Ar gwriziennañ er vro a zo un dalvoudegezh pouezus evit ar gevredigezh. Emañ e-barzh ur rouedad frouezhus a darempredoù gant an dilennidi, ar c’hevredigezhioù, an obererien ekonomikel ha tud ar vro m’emañ staliet. Dre-se e vrud implij ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid (panellerezh, buheziñ ar strolladoù, abadennoù sevenadurel) ha neuze stummadur ar c’hopridi.
BUHEZ AR GEVREDIGEZH
Bilañs moral ha danevell obererezh 2023
Emvod Veur 2023
_______
_______
_______
_______
_______
_______
AOZADUR AR C’HUZUL-MERAÑ
Burev :
- Jean-Yves Monfort – Président
- Silvi Toupin – Vice-Présidente
- Jérôme Hamelin – Trésorier
Merourien all :
- Pierre-Louis Carsin – Administrateur
- Iffig Castel – Administrateur
- Julien Lallet – Administrateur
- Guillaume Hamon – Administrateur
AR SKIPAILH
EMEZELADUR
Emezelañ evit souten ac’hanomp hag evit en em lakaat da vleunviñ !
Labourat a youl vat evit an amzer hir pe un neubeut eurvezh evit Kreizenn ar son ?
Un niverenn pellgompz hepken: 02 96 54 61 99 pe dre postel: contact cdson.org.